(navigation image)
Home American Libraries | Canadian Libraries | Universal Library | Community Texts | Project Gutenberg | Children's Library | Biodiversity Heritage Library | Additional Collections
Search: Advanced Search
Anonymous User (login or join us)
Upload
See other formats

Full text of "Ar Gwenan: Penoz tenna diganto ho mel heb o distruja gant Jean-Louis Henry"

This is a digital copy of a book that was preserved for generations on library shelves bef ore it was carefully scanned by Google as part of a project 
to make the world's books discoverable online. 

It nas survived long enough for the copyright to expire and the book to enter the public domain. A public domain book is one that was never subject 
to copyright or whose legal copyright term has expired. Whether a book is in the public domain may vary country to country. Public domain books 
are our gateways to the past, representing a wealth of history, culture and knowledge that's often difficult to discover. 

Marks, notations and other marginalia present in the original volume will appear in this file - a reminder of this book's long journey from the 
publisher to a library and finally to you. 

Usage guidelines 

Google is proud to partner with libraries to digitize public domain materials and make them widely accessible. Public domain books belong to the 
public and we are merely their custodians. Nevertheless, this work is expensive, so in order to keep providing this resource, we have taken steps to 
prevent abuse by commercial parties, including placing technical restrictions on automated querying. 

We also ask that you: 

+ Make non-commercial use of the files We designed Google Book Search for use by individuals, and we request that you use these files for 
personal, non-commercial purposes. 

+ Refrainfrom automated querying Do not send automated queries of any sort to Google's system: If you are conducting research on machine 
translation, optical character recognition or other areas where access to a large amount of text is helpful, please contact us. We encourage the 
use of public domain materials for these purposes and may be able to help. 

+ Maintain attribution The Google "watermark" you see on each file is essential for informing people about this project and helping them find 
additional materials through Google Book Search. Please do not remove it. 

+ Keep it legal Whatever your use, remember that you are responsible for ensuring that what you are doing is legal. Do not assume that just 
because we believe a book is in the public domain for users in the United States, that the work is also in the public domain for users in other 
countries. Whether a book is still in copyright varies from country to country, and we can't offer guidance on whether any specific use of 
any specific book is allowed. Please do not assume that a book's appearance in Google Book Search means it can be used in any manner 
any where in the world. Copyright infringement liability can be quite severe. 

About Google Book Search 

Google's mission is to organize the world's information and to make it universally accessible and useful. Google Book Search helps readers 
discover the world's books while helping authors and publishers reach new audiences. You can search through the full text of this book on the web 



at jhttp : //books . qooqle . com/ 



i 



>>-/>' 



^1 






ddt yé>zz> jó-& 



Harvard College 
Library 




FROM THE BEQUEST OF 

FRANCIS BROWN HAYES 

Classof 1839 
OF LEXINGTON, MASSACHUSETTS 




Google 



Digitized by VjOOQLC 



Digitized by LiOOQ LC 




AR GWENAN 



Penoz tenna diganio 

o mei heb o distmja 

GANT ^ 

\ 

Jean«Loui3 JHE JBS T\T H Y 
dcuz LENKOX 



«-<> 

-*»^- 



.25^-, 



PRIZ: ChjOUECH GWENNEK 



f oe^sl/- 



KERAEZ 
MOULLEREZ DRE-DAN AR DOBL 



1906 



Digitized by UOOQ IC 



Arrélit, tremenii ha Mntémplit aïhavr 
Labouriou hen burzu&us al loanidigon man 
Admirit o lezennou, o c'hiz, o oberiou, 
O ahet da labourat pep hini anezo. 

En eur gesten c'Tiui gavo an hollexemplou mad > 
Ew gouarnqmant par f et, eur sentidigez.vad 
Ennhi ar peoe'h a ren, ennhi zo union 
Pep hini ra e zever en e gondision. 

Oboisanz ha galloud, labour great gant fazant 
Ar bolontez, vijilans, er gesten temt e maint, 
Ennhi ma al liberte hag an egalite 
Hag holl a vevont ennhi barz ar fraternlteé 



-**f\ — THt — /*♦• 



S 

Digitized by VjOOQLC, 



& 



AR GWENAN 



Penoz tenna diganto 

ho mei heb o distmja 

GANT 

Jean-Ljouis JHE J33 I\T X^ Y 
dcuz LEXXOX 




KERAEZ 
MOULLEREZ DRE-DAN AR 30BL 

1906 



Digitized by VjOOQLC 



CU(-7^3o- r 




H#ycé *Uul£ 



Digitized by VjOOQLC 



Eun neubeut komziou araok koroans 



Ma Chenvroiz Ker, 



An hini a skriv al leorik-ma, na n'eo ket eun den a 
bluen, eul labourer-douar eo evelt ur galz achanoc'h, 
mez poan galon a ra ganen gvvelet ar peb braz ae'hanoc'h 
evelt pa lavarfen o pi lat o kuezen evit dastum easoc'h a 
ze he frouez, goude eta beza bet enkourajet gant an 
Aotrou Le Mée, misioner apostolik, person e MeriUac 
(Cötes-du-Nord), ha prezidant Sosiete ar Gwénanerien 
euz a Vreiz, a mez implijet ma fenn^dou amzer dibres 
evit skriva al leorik-ma, da rei kuzul d'eoc'h divarbuez 
ar gwenan, eüruz en cm gavin, mar ouezan en devezo 
ma fennadou skrid rentet servich da unan bennak 
ac'hanoc'h, ha disgriennet en ho touez ar feson barbar 
o doa hon tadou koz da lakat dindanno ar soufrenmili- 
get evit tenna diganto ar frouez euz o labour. 

Abaoue peil zo dija, ebarz ar c'harteriou-all, ez eo 
anavezet ar feson da denna o mei digant ar gwenan heb 
o distruja. Dre ama en hon Breiz, euz unan a zo hag a 
anavez ar voien-ze, ez euz c'hoaz kant hag a laz o gwe- 
nan, ha perag kement-se? Beza ez euz koulskoude kalz 
tud gvviabl hag o deuz great labouriou ha skrivet leoriou 
var zujet ar gwenan, mez a gement a ouefen, den ebet na 
neuz skrivet leoriou brezonek var o zujet. Setuperak ar 
re goz, gant o neubeut a zeskad u rcz, ne c'hallent ket kom- 
pren ar seurt leoriou-ze, ski ivet peurvuia gant tud hag 
a grede d'ezo a oa gleet o kompren divar hanter gomz, 
Hag ar re iaouank, kalz anezo, a zo deut da veza re fier 
gant o deskadurez, ha na brizont ket memez sellet euz 
traou hag a zo ken dister, hervez ma1*red d'czo. Poac'h 



Digitized by LiOOQ IC 



_ 4 — 

emezo, ar gwenan, ar re-ze n'o deuz talvoudegez ebet. 
Arretèt aze, va c'hamaraded iaouank, ha deuit ganen 
eun tammik mar plij, da vedita var o labour. Gwelit 
anezo o vont euz an eil fleuren d'eben da zastum an 
(nectar) pe ar suk a zorti euz ar bokedou, gant pehini 
a reont o c'hoar hag o mei, en euFvonet evelse deuz an eil 
fleuren var eben, e kasont varno ar (pollen), poultr hag 
a zo nesesser evit lakat ar fleur da zonet da vezafrouez, 
rag hervez an dud gwiabl, ma na vefe ket douget ar 
poultr^ze pe gant an avel, pe gant eun dra bennag-all, 
neuz forz pegement a fleur a vefe, na zeufe frouezen 
ebet, hi^remerket a zo bet penoz ar jardrinou hag ar 
gwerjeóu tost d'ar gwenan, a zoug atao muioch a frouez 
eget na ra ar re na vezont ket frekantet ganto. Setu aze 
eta unan euz o mad oberiou, ha marteze n'eoket an dis- 
terra, petra bennak ma basse heb beza kalz remerket. 
Hag ar mei, henriez ivé na neuz talvoudegez ebêt? 

Pa oan-me iaouank koulskoude, me a gave hennez 
eun dra delisiuz, ha petra bennag ma rea poan ganen 
gwelet laza loeredigou hag a zastume eun dra ken mad, 
a vije mal ganen gwelet va zad o vont gant e zoufren- 
nou, rag sur e oan da gavet eun tam lipous bennak deuz 
kom ptf gorn deuz ar c'hestennou, pa vije mouget o habi- 
tanted, ha brema c'hoaz memez a ran kalz implij 
deuz outan. 

P% yezan anrumet, eur volennad laez gant eur loiad 
vad I val araok mont da gousket, eo ar gwella tra a zo 
da baSeal eur rum. Va medesin a lavare d'in eun devez, 
pa ho pazo poan gouzouk, emezan, kemerit atao diouz 
an noz afaok mont da gousket, eur verennad chistr pe 
gwin torn, sukrit mad anezan gant mei, n'euz netra 
gwejlöóii, e-pad an deiz, c'houi a gemero tizann great 
ganttbegou drez ha sukret gant mei, c'houiaevo ane- 
zan an tomma ma c helfet, hag heb dale e vefoc'h pare ; 
mar deo koulskoude re stag ar boan gouzouk, e ve mad 
d'eoc'h ober eur palast distrempet gant bleut, mei, eur 



Digitized by LiOOQ LC 



— $ — 

velen vi, hag eun tammik amann fresk. A enèb an 
influenza, c'houi a gemero eur volennad dour, a takaio 
ebarz eur verennad kognak pe rtium, "hag a lakaio mei 
d'e sukra, n'euz netra gwelloc'h. Ar re a zo sujet d'ar 
chal (engelures) en o daouarn epad ar goan, a vè eun 
dra vad d'ezo kemeret eun tammik mei tano gant eun 
tammik eol lor da froti euz outo, hag ar re o deüz faou- 
tou en o re (crevasse) frota deuz outo beb mintiü eun 
tammik mei eVit o frezervi euz ar faoutou-ze. 

Evit ped ha ped tra all na n'eo ket c'hoaz mad ar mei. 
Evit al loened ive a rent kalz zervich, mar e ma o loen 
gant ar boan gouzouk (angine pe laryngite) frotit mad 
anezan da genta gant gwinegr tom partout dre e gorf, 
mez surtout en dro d'e c'houzoug, goloit anezan goude 
gant palennou tomm evit ma c'hello c'houezi, fea roit 
d'ezan deuz an noz ha deuz ar mintin mei kemm$sket 
gant poultr regalis. Mar deo eur bronchit eo en deuz, 
roit d'ezan c'hoaz melkemmesket neuze gant poultr 
kermes. Evit ar c'hrorfi, ar gwella tra a zo eo ar iti^l. 

Ar beuc'hed a zo sujet d'eur c'hlenvedhanvetinamit 
en gallek. Gant ar c'hlenved-ze, o bronou a zeu da veza 
kaled ha tomm, ha pa doucher diouto, e tiskuezont ka- 
vet kalz a boan ; al laez a zeu da veza rouz da genta, ha 
sklear da c'houde, gant bourjon ebarz ; gwaziedou al 
leaz a red dindan o c'hof, a zeu da goenvi, hag a ro d'e- 
zo kalz terzen. Na fot ket d'ezo bale gant ar boan 6 deuz 
pa douch o morzedou a-drenv euz o deve. Mad, setu 
ama eur remed hag a neuz bet rentet servich mad d'in 
var ar poent-ze. Dalc'hin atao fresk dindan eul loen 
klanv, gora anezhi aliez, ha tenna daou pe dri litrat 
goad deuz gwaziedou al leaz, rei d'ezhi eur burgasion 
(eul lur sulfate de soude) en eul litrad dour, ha dalc'hiii 
d'ezhi atao eur palast mei var e deve, anez, al loen 
a zo expozet da goll unan bennag euz e bronnou ha 
marteze meur a hini. - 

Ped ha ped remed-all na gafen ket c'hoaz mad d'ober 

Digitized by VjOOQ IC 



— 6 — 

gant mei. Mez dont a rafen marteze d'ho skuiza 
gant va genteliou medisinerez, mez ar mei a zo mad 
öuspen da ober medisinerez. Ebarz ar menachou e c'hell 
servijout da galz a draou-all, d'ar vugale ha memez d'ar 
re vraz, n'euz netra gwelloc'h na iac'husoc'h eget eun 
tam bara largeet gant mei, da lakat ebarz ar c'hafe e plas 
ar sukr, ez eo ive eun dra vad tre, ha na ket da 
lavaret d'in, me n'on ket evit suporti ar mei. Da genta 
marteze, mez dont a reeur d'en em habitui betek memez 
na vezer mui evite zilezel. Goulennitdigant ar fumerien 
braz ha mad o doa kavet ar c'hornadou butun kenta o 
devoa fumet, goulennit digant an everien ha mad o 
devo kavet ar c'henta banne odevi o devoa evet, hag a 
velfet penoz e teuer d'en em habitui deuz tout, memez 
deuz ar poëzon, penoz eta na zeufec'h ket d'en em voasa 
diouz ar mei, pehini a zo eul louzou naturel dre exsel- 
lans, dastumet divar kernen t fleuren vad a zo krouet 
heb na veifot james ar gwenan o vont var ar fleu- 
riou f all. 

Great a vez c'hoazgantmelabepsortgoasteldelisius 
chouehet a vez great gantan ive, evit ramplas ar jistr, 
ober a rer c'hoaz gantan eul likeur hag he deuz kalz a 
henvelidigez euz ar malaga; great a vez gantan c'hoaz 
ödevi ha memez chokolat, ha me oar ped ha pedtraall. 
Ia, mar vefe anavezet mad talvoudegez ar mei, na vefe 
ket lezet kement da goll deuz eun draken presius skuil- 
let gant ar brovidanz var ar fleuriou. Na meuz komzet 
d'eoc'h nemet euz ar mei, mez ar c'hoarazoiveeun 
dra ha n'eo ket da veza disprizet, rag talvezout a ra etre 
c'houec h ha seiz real al liur. Mez penoz dastum an 
traou ze ? Dre ar gwenan, ha netra nemet dre ar gwenan. 



Digitized by VjOOQ IC 



Petra eo ar Guenan ? 

Petra eo ar gwenan % Apis mellifica a lavar an dud 
desket braz, kelien da zastum mei a lavaran me. Tout 
an dud a oar petra eo ar wenanen, n'edan ket eta da 
esa roi d'eoc'h anaoudegcz deuz ar feson ma 'z eo kom- 
pozet he c horf, gouzout a rit en deuz c'houec'h troad, 
peder askel, eun espez pomp evid dastum ar mei divar 
ar fleur, hag eur flem evid en em zifenn. 

Beza 'z euz meur da ras r gwenany dre ama na ana- 
vezer nemed ar gwenan komun hag a zo kazi du, o 
c'horf a zo goloet a vleo, ar gwenan a vev e sosiete en 
eur gesten pe goloen hag a form dindan an hano a rus- 
ken, evel pa lavarfen eur memez korf, petra bennag ma 
zo ennhi tri seurt gwenan, beza e. ma ar vam, pehini eo 
ene ar rusk en rak ma 'z eo hi a zov ar viou deuz a 
bere a sorti ar gwenan all. Beza ez euz labourezed hag 
a zo karget euz ar soign da bourvei da ezomou ar re- 
all ; deuz ar re-ma a vez ar muia, betek tregont daou- 
ugent ha memeuz hanter-kant-mil er mérrieuz kesten, 
beza a vez ive maled hanvet dre ama gorerezed, daou 
tri pevar c'hant, ar re-ma na n'int mad da netra nemed 
da fekondi ar vam, rak-se an neubeuta ar gwella kavet 
dèuz outo rak hervez ma lavaran dud gwiabl e tebront 
bemde kement evel ma c'hall teir gwenanen-all dastum 
hag int na glaskont netra ho-unan. 

Eun dra neseser eó eta d'ar re o deuz c'hoaht da la- 
boura gant gwenan anavezout an tri seurt gwenan-ze. 
Da genta ar vam pehini eo ar pehn, rak ma 'z eo hi a 
brodui tout ar re-all, ha mar teufe da zisparisa e-kiz pe 
feson a veler ar re-all o tikourachi a glac'haret holl, al 
labouur a zo dilezet raktal ha na glever nemed klem- 
mou, santout a reont ar maro o tostaat, rak en efet neu- 
beud amzer goude, na neuz mui gwenahen ebed ebarz 
er gesten. D'an eil, al labourezed pere eo diouvrec'h ar 
rüsken hag a bourve d'ezhi heb konta tout ar pez zo 

Digitized by VjOOQ IC 



neseser evid bevi. D'an trede, ar maled, pere n'o deuz 
flem ebed, rak-se e lavaran d'eoc'h a c'hellit o distruja 
heb damant, chom a raio atao awalc'h cvid ober ar pez 
o deuz da ober. 



Penoz eo kompozei ar rusken 

Beza a zo evel a meuz lavaret dija tri seurt habitan- 
ted ebarz en eur rusken, na n'euz nemed eur vam e 
pephini, mez beza ez euz milierou a labourezed, hag 
eun neübeud kantchou a valed pe gorerezed. Epad eur 
pennad euz ar bloaz, rag pa ve tremenet an han ar re-ma 
a vez distrujet gant ar re-all. 

Petra bennag ma nèuz peb rum deuz ar re-ma eul la- 
bour diferant, ez int koulskoude neseser peb rum anezo 
evid prosperite ar rusken. 

Ar vam hag al labourezed a zo fómellened mez na 
n'euz nemed ar vam hag a neuz resevet digant an na- 
tur ar pez zo neseser evid produi, hi eo eta a zov tout 
ar milierou viou deuz a bere a sorti ar gwenan-all. Ar 
vam a zo hirroc'h ha tewoc'h eged al labourezed ; he 
Hou a zo melen ardant, he askellou a zo berr, rak-se eo 
eaz he anavezout e-touez ar re-all. 

Ar vam na vez fekondet nemed vech en he buez hag 
atao en ear, jamez ebarz er gesten, d'he zri bloaz, ar 
vam a zo dija koz, hag euz azalek an oad-ze èo poent 
he ramplasi, rak goude a zovjialz muioc'h a viou mal, 
hag evel a m'euz lavaret dija ar maled a zo kentoc'h 
debrerien mei evid na n'int «til. Eur vam iaouank a 
c'hell dovi betek tri mil vi bemde pa vo mad an amzer 
ha ma zo kalz mei. 



Digitized by VjOOQ IC 



Al Labourerezed 

Al Labourerezed a zo ive femellened, mez ar re-ma n'o 
deuz kat resevet digant an natur ar pez zo neseser evid 
produi, rak-se ar re-ma na reont ken nemed dastum 
mei hag ar pez zo nësesér evid ezomou ar rusken ; hi' 
en okup deuz tout ar pez a zeil euz prosperite ar famill, 
hi a gempenn ar gesten hag a zastum eur matier han- 
vet propoliz gant pehini e raiont hag e plafonont o zi 
ar matier-ze a zo evel peg. Al labourezed a zastum ive 
ar pollen hag a gwerc'h an dour, int hi a boz ebarz e 
fonz an alveolou (an toulou a zo ebarz ere f hoar)ar viou 
dre ma vezont dovet gant ar vam, int hi a zalc'h torn 
hag a vag a gwenan bian, hetek ma ve stanket varnezo 
en ho alveolou, int hi ive eo a ro boued d'ar vam, a 
gempen anezhi hag a zalc'h d'ezhi eur gwir gard $enor 
keit e ma hl o ober he doved, int hi ive eo a ra ar poliz 
en dro d'ar gesten, hag evel santinellou e teuont d'en 
em ramplasi dalc'hmad evid ober faktion var an nor, 
monet ha donet a reont ,en dro d'o zi, ha maleur d'an 
hini a ielo d'o ataki. 

Ar gwenan koulskoude na n'int ket klaskerezed afer 
ha na atakont ken nemed an hini a gredont beza ene- 
bour d'ezo, rak-se an hini a zo ataket gant eur venanen 
ar gwella en deuz da ober eo plega e benn ha monet 
goustadik e-kuit, hag ar venanen d'he zro en em denno 
ive d'he e'hesten, ar pez eo ar gwasa eo monet da hija 
an diouvrec'h pe traou all evid klask en em zifenn ; an 
dra-ze na ra nemed irrita anezo gwasoc'h a ze ha neuze 
ez er kazi zur da veza flemmet. Epad m'ema ar re-ma o 
surveilla an antre deuz ar gesten en diabarz a zo re-all 
a na jomont ket dilabour, gwelet ho peuz ar folennou 
koar pere a ra hon admiration ken regulier evel ma'z 
int konstruet, ar re-ze ive a zo great gant al labourezed ; 
beza zo kalz tud hag a zonj d'ezo e tastum ar gwenan 
ar c'hoar gant o zre id,eoen em dromplont, ar bouliou 

Digitized by UOOQ IC 



- iO- 
ze a veler ganto euz o devesker a zo pe pollen, bleut 
gaat pehini en vagont hag a vagont ar gwenan bian, pe 
propoüz, peg gant pehini eo garniset au diabarz deuz 
ar gesten, ar c'hoar a zo great gant mei bet o trenka 
(fermenté) epad peder heur varnugent e korf ar gwenan 
ha taolet ganto goude ma 'z eo kaledet evel a zeu ar 
bourjon d'en em zispartia deuz al leaz pa vez bervet 
mar d'eo trenk. Ha da ober eul liur koar eza hervez ar 
re o deuz bet great o stüdi var ar gwenan ha e-tro dek 
liur 'vel rak-se ar c'hoar a goust ker, pa vo komprenet 
mad. 



Ar Maletl pe Ivorerezed 

Ar maled pe gorerezed azo eur seurt gwenan ha n'o 
deuz ken fonetion nemed da fekondi ar vam, ha raktal 
ma komans ar boued diminui, ar gwenan-all en em 
laka da zistruja anezo, gwelet a vezont e 'fin ar miz 
Gwengolo o ehaeha anezo er-meaz euz ar gesten, lod 
krog en o zreid, lod )all en o askilli, pemp c'houee'h 
gant ar memeuz hini hag heb truez e vezont taolet er- 
meaz pe douget memeuz goude maro peil deuz an ti. 
Ar re-ma eta na vevont d'an hira nemed pevarpepemp 
miz. 



Labour ar Gwenan 

A-boan ma 'z eo en em zastumet mad ar gwenan el 
leac'h ma sonjont ober o demeuranz, ma komansont 
raktal da labourat evid kempen o zi ; bizitet a vezo ke- 
ment korn a zo, ha taolet er-meaz tout kement a e'hallfe 
jena anezo en o labour, goude ma o deuz he gempennet 
mad e komansont ober koar, ebarz ar folennou koar a 
vez great tri seurt alveolou pe toullou beza ez euz evid 

Digitized by UOOQ IC 



*»■ li — 

al labourezed, eviJ ar gorerezed pe maled, hag ive evid 
ar vara, hag an tri seurt alveolou-mö, a zo dishenvel an 
eil diouz eben, da genta, re al labourezed deuz pere a 
zo ar mui a a zo biannoc'h, goude a zeu re ar maled azo 
kalz brasoc'h hag a vez atao e traon ar follen, goude, 
divezatoe'h, pa ve pouveet mad ar menaj a vez formet 
ive eun neubeud alveolou evit digemer mamou, mez 
deuz ar re-ma na vez ket kalz, hag a zo eaz ive da ana- 
*vezout dre ma 'z int atao stag euz eur c'hoste bennag 
deuz ar follen, ar re-ma o deuz kalz henvelidigez gant 
eur podik mez deuz pehini eo koüezet ar frouezen, e- 
barz er seurt-se eo a vez dovet ar vi a die ober diveza- 
toe'h eur vam, deuz a hounez a vez kemeret eur soagn 
partikulier ha dre ma zeu ar preon a sorti deuz ar vi-ze 
da vrasaat (rak da genta ar venanen a zo henvel euz 
eur preon) dre ma teu ar preon-ze da vrasaat a vez ma- 
get gant eur vagadurez spesial, hag ar c'havel e pehini 
e ma, a vez astennet hag a zeu da gémer kazi form eur 
frouez en dero. 

Ar vi a zo bet pozet ebarz an alveolze a jom eno 
epad tri devez, d'an tride devez a zeu da derri hag a 
sorti deuz outan ar prenvik glaz-gwer vardro ar pem- 
ped devez ar prenvik-ze en em astenn, ha vardro ar 
seizved devez goude beza lakeat d'ezan provizion a vez 
kachedet varnan, neuze eo a form e askellou hag e dreid 
hag a gomanz krignat ar pez a zo lakeat da stanka var- 
nan ha rak-se c'houezek pe seitek devez da c'houde ma 
'z eo dovet ar vam iaouank a e'hellfe sortial euz he e'ha 
vel mez ma n'eo ket choaz sortiet, an hini goz gant eun 
ed gwenan e chomo eno da c'hortoz, rag ma neuz ar 
maleur da zonet da bourmen ma vez kavet gant an 
hini goz e vezo lazet raktal. rak-se eta mar deo retar- 
det an ed gwenan pe dre an amzer fall pe dreeurrezon- 
all bennag ar gwenan evid sovetei he buez d'ar vam 
a lakaio koar da stanka varnhi en he c'havel hag an 
dra-ze kement a ma o red betek sortiet ar vam goz, 

Digitized by UOOQ IC 



- 12- 

tieuze e ve kuriuz tostaat euz eur gesten deuz an abar- 
davez-noz, evid silaou gulkvan ar vam iaouank en he 
c'havel pehini a gri var eun tu skiltr tsi, tsi, tsi, hag ar 
vam goz o respont gant eur vouez grosoc'h, tuc, tuc, 
tuc, an dra-ze a zo eur merk e vezo eun ed gwenan an- 
tronoz mar vez brao an amzer. 

Ar vi a sorti deuz outan al labourezed a zo henvel 
euz ar re a sorti ar vam hag ar maled mez na n'int ket 
lakeat en eur memeuz alveolou, heuilla a reont ar me- 
meuz transformationou evel ar vam. Mez dre an dife- 
ranz a zo etre o c'havel hag ar vagadurez a roer d'ezo, 
al labourezed elec'h sorti al evel ar vam a-benn c'houe- 
zek pe seitek devez, ha laka var dro daou zevez varnu- 
gent a-benn donet er-meaz. 

Viou ar maled a zo ive henvel euz ar re-all, 
mez ar re-ma a zo plaset e alveolou brasoc'h evid 
al labourezed hag a zo eaz da anavezout, alveolou al la- 
bourezed ez int kachedet a zo plad, er c'hontrol re ar 
maled a zo bombet, hag evel a meuz lavaret di ja peur- 
vuia e traon ar follen. O zransformation a zo kazi evel 
hini al labourezed, e tro tri devez varnugent goude ma 
vezont dovet e teuont er-meaz euz o c'havel. 



Pe sort lojamant rei d'ar Gwenan 

Ar gwenan na n'int ket difisil, n'euz forz pe seurt 
lojamant a blij d'ezo, ha gwelet a rer anezo o vonet o 
hunan d'en em loja ébarz el leac'hiou drola, e?n eur vezen 
greoz, ebarz ar faoutou euz ar garregou, en touriou, er 
simijialou, partout eo mad evito, gant ma vezo eun tam 
abritet. 

An dud o deuz great evit o loja kestennou, lod gant 
plouz, ar re-ze eo ar muia anavezet dre ama ; lod-all o 
deuz great gant brankou keuneud moan ha terrasset 

Digitized by UOOQ IC 



— 13 — 

anezo gant eur matier all bennak, pri, plast, ra, ha me- 
mez gant fank loened, great a vez ive gtfnt planch, hag 
ar re-ma, hervez ma zonj-me, eo ar re wella, n'eo ket 
abalamoar ma plijont gwelloc'h d'ar gwenan, mcz dre 
ma 'z int easoc'h da labourat ha da vania ar gwenan. 
Ar seurt kestennou-ze a zo leun a diretennou hag en peb 
tireten a zo eur follen, pehini a vez tennet e-kuit. Ar 
seurt kestennou-ma a zo hanvet en gallek (niches a ca- 
dres mobiles) beza 'z euz deuz outo meur da seurtamant 
ha peb hini a choaz ar seurt a blij d'ezan ar gwella, bre- 
ma mar goulennit diganen pe seurt eo ar gwella, me a 
responto d'eoc'h, an hini ho pezo great anaoudegez gan- 
thi, tout int mad, na fot nemet gouzout labourat mad 
ganto. Setu ama an hini a meuz me choazet, da genta, 
eur c'hachet heb fons, daou dal ha diou gosteen, netra 
ken, pere o deuz a diabarz, pemp ha daou-ugent centi- 
metra hed, tri c'hant pemzek ha tri ugentmilimetrlehed 
ha tri chant pemzek a zao, beza ez euz ebarz daeuzek 
tireten, hag evit lakat an distanz ingal etrezo, ez euz : 
eur varetten karre deuz eur santhnetr. Ar re-ma a ser- 
vich evit serri kloz ar gesten deuz an treac'h hag a vez 
tennet cpad an hanv, evit rei plas d'ar gwenan da sevel 
d'an treac'h, dre an treac'h, me a gomz d'eoc'h deuz eur 
c'halatres, great gant tammouigou planch staget an eil 
ouz egile, evel fratnmou en eun ti, hag e peleac'h ar 
gwenan a c'ha da ober koar ha mei, eno memez eo a vez 
kavet an hini gwella hag ar finna. E peb penn deuz ar 
c'halatres a zo eur pignon great ive gant planch, hadin- 
dan unan anezo a zo eur prenestr gwer, dre behini a 
c'heller gwelet ar gwenan o labourat en diabarz ; evit 
goloi tout ar gesten a zo great eun doen gant planch 
hag a ziskenn varnhi evel eur vouest, dindanni a vez 
lakeat eur bonten, great ive gant planch, ha dirazhi, eur 
plankennik bihan evit servichout da dreujou. Eur ges- 
ten pozet er feson-ze en he flas, he deuz an ear euz eun 
ti bihan. Brema, d'ar re a c'houlenno ganen perak eo ar 



Digitized by VjOOQ IC 



— 14 — 

gesten-ze da^veza preferet da unan plouz, me a responto: 
dagenta, ebara er seurt kestennou-ze, eo eaz -gouzout 
petra a dreinen, rag ma e'heller o digori, ha bizita tout 
diretennou, an eil goude heben, rak-se e c'hellit gwclet 
a beza o deuz ho kwenan eur c'hlenved benak, rag ar 
gwenan o deuz ive klevejou evel al loened-all, beza a 
zo surtout tri glenved hag a sko anezo prinsipalamant, 
an tri glenved-ma a zo hanvet en gallek (fausse-teigne, 
Loque ha dysenterie). Ar fausse-teigne a zo eur preon 
hag a zo hanvet en kalz a blassou al laër-wenan, tout 
kement den a n'euz gwenan a n'euz gwelet ar preon-ze, 
pehini a ra e riboulin a dreuz ar c'hoar. (Ar loque) eo ar 
gwasa klenved a neuz ar gwenan, rak ma 'z eo eur 
c'hlenved stagus ; gant ar c'hlenved-ma, ar gwenan 
bihan a zo c'hoaz en o c'havel, a zeu da vervel, hag er 
c'hiz-ze, eur gestennad gwenan a zo buhan distrujet. 
An dissenterie eo ar red korf, ha pa o deuz ar c'hlenved 
ma, e veler anezo sempl hatarassetganthotreujouozi. 
Euz peb hini euz ar c'hlenvejou-ma a zo bet klasket 
louzou, ha na c'hellan ket lavaret d'eoc'h pe ez int mad 
pe na n'i.it kot, rag na meuz ket bet a ezom da ober 
implij deuz outo. 

Ar gesten plench ho deuz c'hoaz eun avantach-all, 
ennhi a c'hellit gwelet pe eo kreon ar Lourvizion pe n'eo 
ket, ha mar n'eo ket, e c'hellit lakaat, ouspenn-ze, gant 
ar seurt kestennou-ze a c'heller ober neiziou gwenan 
pa gerit. 



Penoz mugu ar Gwenan 

Evid roi magadurez dar gwenan ma n'o deuz ket 
awalc'h, setu ama e pe feson a roan-me. Lakat var an 
tan da deuzi tri c'hart mei gant eur c'hart dour, peolra- 
mant daou liur sukr munut gant peb hanter litrad dour, 
goude e taolan anezo en eur pod, arpod-seadlefekaout 



Digitized by LiOOQ IC 



— 15 — 

eur bord evid ma vezo gallet staga varnan eun tam lian 
groz. Ar pod a vezo kaset evelse betek ar gesten ezo- 
me, e var behini a vezo pozet var e c'hinou, var eun toull 
great ebarz e lost ar gesten, deuz a behini e komzin 
d'eoc'h bremaïk, ar pod eta o veza ranverset e c'hinou 
d'an traon, ar gwenan a zeu dre zindan a dreuz an tam 
lian da zuna ar pez a vez lakeat ennan, hag evelse a 
e'heller o maga ha lakat ar vam da zovi muioc'h, mez 
arabad a vefe monet da lakat boued d'ezo var greiz an 
deiz rak expozi a rafer anezo d'en em beillat, deuz an 
abardae eo var dro kuz-heol a dlefe beza kinniget 
d'ezo ar vagadurez-ze, hag 'ar pod a dlefe beza tennet 
diouz ar mintin, hag evid ober an operationou-ze a vefe 
mad kavet eun tam lian siret evid stanka an toull beb 
gwech ma vez tennet ar pod e-kuit, ha var an tam lian- 
se evid e seller en e bias a vez lakeat eur mennik plad, 
hag a-benn ar vech-all, en eur denna ar mean e-kuit, ha 
poza ar pod en e bias, an operation a vez great heb di- 
renka ar geillenen. 



Ar C'hcstennou plouz 

Dre ama ar c'hestennou plouz eo a zo anavezet ar 
muia, mez ar c'hestennou plouz-ze ouspen ma 'z eo diez 
mania enno ar gwenan a zo c'hoaz great fall, peurvuia 
re vian. Mez kalz euz ar gwenanerien a zonj d'ezo ez 
eo gwelloch eur gesten vian eged unan vraz rag ma o 
deuz muioc'h a edjou gwenan emezo, eno eo e ma o er- 
reur rak da betra e tal eun dornadik gwenan en eun 
tam kesten ha n'o de vezo ket a bias d'en em remui. 

Gwir eo muioc'h a neiziou o devezo mez na n'eo ket 
eno e ma o frofit, petra e dal kavet ugent na tregont 
kesten mar na reont d'eoc'h muioc'h a vel evit dek ; ar 
c'hontrol eo, an dispign a zo kalz brasoch hag an am- 
zer a goller a zo ive, ia evid kavet kalz mei ha tenna 



Digitized by 



Google . 



— 16 — 

prófit euz ar gwenan eo red kavet kestennou braz hag 
ober edjou gwenan braz, me a lavar ober edjou gwe- 
nan braz, rak gwelloc'h eo atao ober eun ed gwenan, 
evit na 'z eo lezel anezan d'en em ober e-unan, diveza- 
toc'h a lavarin d'eoc'h penoz ober an edjou gwenan, 
mez da genta ezan da lavaret d'eoc'h penoz ober o kes- 
tennou plouz. 

Evit ar re na garfent ket dilezel o c'hestennou plouz 
a vez mad d'ezo heuil an aviz a c'han da rei d'ezo, setu 
ama penoz a ran me ma re. Da genta, al lost a zo dieet 
d'ezan beza plad elec'h beza bombet, hag a glefe e kaVat 
pevar pe pemp sentimetr ha tregont a ledander, 
tregont pe daou ha tregont donder, ha ken ledan deuz 
an treac'h evel deuz an traon, er fons a vezo lezet eun 
toull a zeiz pe eiz sentimetr, setu aze ar gesten, habre- 
ma, da lakat var e gorre, a vezo great unan all, pehini 
a vezo hanvet eur galoten, houma en de vezo eur fons 
bombet, hag a dief e kaout he ginou er memez digemer 
gant fons ar gesten, hag ugent sentimestr donder, ar 
galoten a vezo pozet var ar gesten, hag ajustet euz outhi 
pe gant ïri, pe gant f ank loened. Mar grit ho kestennou 
er feurm-ze, na vezo mui red d'eoc'h distruja ho kwe- 
nan evit kavet o mei. 



Penoz tenna ar mei digant ar Gwenan 

Tenna o mei digant ar gwenan heb o distruja,. a la- 
vare d'in-me brema zo c'houezek vla zo eun den deuet 
var an oad, hag en devoa bet gwenan e hed e amzer, 
tenna o mei digant ar gwenan heb o distruja emezan 
a zo eun dra imposubl, nemed sorser a veac'h. 

Eun devez a voan ebarz em jardin digor ganen unan 
euz ma c'hestennou ; an heol a voa tom hag ar gwenan 
a nije en dro d'in, na mask na tok, eun den en eur dre- 
inen a velaz ac'hanon hag a jomaz en e zao estonet net, 



Digitized by LiOOQ lC 



— 17 — 

petra a rit aze emezan ? tenna o flem digant ar gwenan 
a respontiz d'ezan, c'houi emezan a oar diflema ar gwe- 
nan ? Ia zur a respontiz d'ezan, gweJet a rit hiniebedna 
esa mui flemma, mad kredet en devoa an den-se ac'ha- 
non hag o voned kuit a voa heb goulen muioc'h a expli- 
kation lakeat gantan en e zonj hervez ma anzavaz euz 
ouzin goude, a oa n-me sorserez. 

Monet a ran eta da zeski d'eoe'h ive ma sorserez. Ar 
sorserez-ze a vez great gant moged, red eo etakavet eur 
mogeder. Ar mogeder a zo eur souflez var behini a vez 
pozet eur gorsen houam gwen e pehini a vez lakeat 
traoü evid ober moged, pillou lian, koat brein pe me- 
meuz fank saout sec'het, neuz fors petra a zo mad gant 
ma raio moged, mar deuz ganeoc'h eta eur mogeder 
mad, n'eo ket red d'eoc'h kavet nec'h evid tofetaat euz 
eur gestennad gwenan gant ma vo brao an amzer, ara- 
bad a ve avad monet na re vintin na re zivezad, na pa 
vezo fal.1 an amzer ; etre nav heur euz ar mintin, ha pe- 
der heur euz ar pardaez eo ar gwella mare a zo. Gant o 
mogeder c'houi a dollo moged dre an toull ebarz er 
gesten, ha neuze ar re o deuz kestennou koat gant tire- 
tennou a hel digerri ha tenna anliretennou, ha gant eur 
broust a reont d'ar gwenan koueza hag e kasont ganto 
ar mei, arabad a vefe koulskoude ankounae'hat 
lezel ganto peadra evid goanvi, etre pemp Hour varnu- 
gent a tregont liour morse neubeutoc'h. Evid ar c'hes- 
tennou plouz n'eo ket ken ar memeuz tra, evid ar galo- 
ten ez eo eaz, goude ma ho peuz mogedet ha preparet 
eun toull ebarz an douar evel a vez gr$at evid o laza en 
eun tu bennak en dizheol mar zo moien, kasit ganeoc'h 
ar galoten ha pozit anezhi var an toull, laket douar en 
dro d'ezhi, c'houi a lezo eun toull e peb tu, dre unan 
anezo c'hom a dollo moged a vare da vare, hag ar 
gwenan a sorlio dre egile, hag a c f haio on dro d'o 
c'hesten e ptileac'h ez eo chomet ar vam, besa a c'helüt 
memeuz kas ganeoc'h ar galoten gwenan hag all, en 



Digitized by VjOOQ LC 



— 18 — 

eur q'hranj pe en eun ti a goste, hag o lezel eno er c'hiz- 
ze. ken a blijo gant ar gwenan monet ac'hano anezo o- 
unan. Meur a weach em beuz bet kaset ganen kalofen- 
nou ebarz em c'hamp memeuz, hag en eur lezel ganto 
eur prene§t digor a-benn an noz tout ar gwenan-se a 
a vez eat ac'hano d'o c'hesten rag, ar gwenan na jomont 
ket elec'h na ma ket ar vam. 

Brema evid ar gesten, ez euz muioe , h a labour; kpuls- 
- kouden c'heller ive ma zo re ebarz tenna deuz outhi ha 
setu ama e pe feson. Kemerit eun treber ha diou gesten 
gollou, preparit ive diou vaz voan a hanter-kant santi- 
metr pephini, gant ho mogeder it da ga vet ho kesten, 
mogeüit anezhi, kaset anezht ganeoc'h var an treber en 
dlsheol, lakiten he flas unan euz ar c hestennou gollou 
evit digemer ar gwenan a zo o tonet euz o labour, goude 
poset ho kesten var an treber he ginou d'an neac'h, ha 
lakit ar gesten gollourall varni, roit c'hoaz eun tam .-nik 
moged, ha lakit evid miret euz ar gwenan da zonet er- 
meaz eun tarnm serpilléren, kommansit neuze gant ho 
tiou vaz skei var ar gesten leun deuz an eil tu d'egile 
en eur gomans da genta deuz an traon, ken ho pezo 
great d -ar gwenan pignat tout ebarz en hini d'an neac'h; 
an dra-ma a c'houlen eur c'hart-eur pe ugent munut, 
eun hanter-heur d'an hirra, goude c'houi a gaso ga- 
neoc'h ar gesten eman ar mei ennhi hag a den deuz outi 
ar pez a zo re, ha goude en eur boza adarre varnhi ar 
gwenan gant eun taol dorn var 1'ons ar ges ten a reoc'h 
d'ezo koueza en dro ha neuze a gasoc'h anezo adarre 
d'o flas. 



An netziou gwenan 

Brema miguoned ez an da lavaret d'eoc'h penoz 
ober neiziou gwenan, a pe da vare ober anezo, setu ama 
penoz en em gemeran-me evit ober ma re, mez evel 



Digitized by UOOQ LC 



— 19 — 

ma 'z an da ziskleria ama ar pez a zo ar prinsipala hag 
an delikata ebarz er gwenarierez e feil d'in roï d'eoc'h 
da gompren ez eo gwelloc'h kavet hanter kant mil 
gwenanen en eur gesten evit ma 'z eo kavet anezo etre 
diou gesten: gant kalz neubeutoc'h a vel a rafent evit 
goanvi ha kalz muioc'h a zastumfent epad an hanv, 
rag-se eta elec h beza evel azo kalz gwenanerien o 
klask ar muia ar gwella a neiziou gwenctn, me na glas- 
kan nemet unan dre beb diou geslennad, ha setu ama 
e pe fespn en em gemeran evit o ober. Goude beza 
lakeat var ma bisach eur mask great gant eun dra 
bennag sklear evel eun tam tul, (rag gwelloc'h eo ato 
preservi ar visach) ha preparet eur gesten góullo evit 
reseo an neiz gwenan, e kemeran ma mogeder ha goude 
besa mogedet, e tigoran ar gesten, ha pa meuz kavet 
ar vam e pozat* anezhi ebarz er gesten goullo ha goude 
e kemeran vardro an hanter deuz ar gwenan a jom 
ebarz er gesten evit lakaat asamblez ganthi, goude-ze 
e serran an diou gesten, neuze ez an da gavet unan all 
hag a zo ive kren en e gwenan, ha goude beza ive mo- 
gedet anezhi e krogan ennhi hag e kassan anezhi da 
eur plas all a ve preparet evithi, neuze e tistroan da 
gerc'hat ma neiz gwenan hag e tougan anezane plas an 
hini a meuz diblaset, hag ar gwenan a zo eat deuz 
hounez da laboürat a zeuio brema da greski ma neiz 
gwenan, hag evel ma zo ganto pourvision a vezint 
resevet mad'; setu eta mignoned penoz a c'hell ober ar 
re o deuz kestennou gant diretennou. 

Evit ar re blous ive a ve mad ober an neiziou gwe- 
nan, ha setu ama e pe feson a rer anezo. Er pemzek de 
diveza euz a viz maë, pa vezo brao an amzer, kemerit 
o mask hag o mogeder, cho&zit ar c'hestennou krenva 
ha grit evel a meuz lavaret d'eoe , h evit tenna diganto 
o mei, ha pa o pezo kaset ebarz er gesten goullo ar 
pen brasa euz ar gwenan, kasit anezhi ive e plas unan 
all da behini o pezo chenchet plas evel a meuz lavaret 



Digitized by VjOOQ IC 



. — 20 — 

uhelloc'h, hag er feson-se o pezo nciziou gwenan krenv 
hag a zastumo d'eoc'h kalz a vel, dre ma vezint great 
a-bred, rag arabat eo ankounac'hat ar proverb gallek 
hag a lavar : (essaim en mai vaehe a lait) ar pez a zinifi 
neiz gwenan e miz maë bioe'h leaz. 

Evit an neiziou gwenan a zeu re zivezat e miz gouere 
hag e miz eost, a ve gwelloc'h ober d'ezo monet en 
dro var o mam, kerkoulz evel ar re a zo re vihan, ha 
setu ama e pe feson ober an dra-ze goude beza dastu- 
met anezan en eur gesten mar gellit gouzout deuz 
pebini eo sortiet, ledit dirag ar gesten-se eul linsel, 
lakïthe c'Jhornoudindanbordou ar gesten evit na vezo ket 
troc'het d'ezo o hent, kemerit an neiz gwenan ha gant 
eun tol dorn seac , h var lost ar gesten grit d'ezo koueza 
var ar penn all euz a linsel goude beza o mogedet, rag 
arabat a ve gweach ebet ankounac'hat mogedi, pa o peuz 
great an dra-ze sellit piz hag o pezo chans da velet ar 
vam o sevel euz an neac'h gant al linser ovonete- 
tresek ar gesten ; mar kavit anezhi troc'hit d'ezhi he 
gouzouk ha neuze a c'hellit beza sur e chomo ar re-all 
ebarz en ho c'hesten. 



E pe 'feson reunisa dfou gestennad 

gwenan 

Eun devez unan euz ma amezeien a lavare d'in': 
mez emezan pa ez eo'gwir na lazit ket a wenan ebarz 
nemeur n'ho pezo mui a bias da lakaat anezo, n'en era 
dromplit ket, me na zalc'han morse da clioanvi nemet 
ar re a zo krenv,ar re all & vez reunisset euz outo,ar pez a 
zeu c'hoaz da roï dezo muioc*h a nerz evit harpa gwel- 
loc'h euz ar goanv, rag ma zalc'hint muioc'h ar vres 
ebarz ar gesten, rag ar gwenan a vev muioc'h er goanv 
gant ar vres, evit na reont gant mei, ha prouvet eo pe- 



Digitized by UOOQ IC 



-2i - 

noz hanter kant mil gwehanen en eur memeuz kesten 
na zrebont ket muioc'h epad ar goanv eget na ra tre- 
gont mil hepken, setu eta unan euz an avantachou a zo 
o kavet neiziou gwenan krenv, rag-se pa dosta euz ar 
goanv me a ra d'am re en em unisa an eil euz eben 
ma z'int re zister, ha setu aman ar fesön a gemeran 
e vit an dra-ze. Beza a c'heller ober e diou feson : kenta 
feson, goude beza epad miz gwengolo tostet tammik 
ha tammik an eil kesten euz eben anezo en eur lakaat 
var c'horre an hani a sonjer konservi, toloiflp dre an 
toul a zo e fons ar gesten dindan eun neubeut loaiadou 
mei tano en eur lakaat ebarz eun neubeudik dour mar 
d'eo red, ha mogedomp anezo c'hoaz eun tammik, ha 
• goude beza stanket mad euz ar re var c'horre e-vit forsi 
anezo da labourat tout dre ar memez toul, lezomp 
anezo eno epad ugent devez bennag pe ouspenn er 
feson-se, ha goude dre eun devez brao deuomp en dro 
ha tennomp ar gesten dindan hag ijomp anezhi var 
eul linsel poset evel a meuz lavaret dija, hag ar gwe- 
nan a ielo en dro ebarz en o c'hesten, e-lec'h erna ar 
vamm. Arabat avefe.avat mar zigouefe d'ar vartim bez<a 
e-touez ar re-ma monet da laza anezhi, rag dija a-benn 
neuze na zeuz nemethi ebarz en diou gesten, unan 
anezhi a zo bet lazet gant e benn, an hani iaouank a 
dre ze an hani vella a zo bet an treac'h d'ezhi. 

Beza ez euz eur voien all hag a c'houlen eun tammik 
muioc'h a amzer, mez neuze n'eo ket ret donet diou 
veach,— amae komzp,n surtoutdeuzarc'hestennoügant 
tiretennou goude beza tosteat an diou gesten an eil euz 
eben evelta meuz lavaret dijaha beza mogedet anezo, — 
e kommansomp digeri an hani a zo da gonservi, ten- 
nomp deuz outhi eun hanter bennag deuz an tiretennou 
hag ijomp ar gwenan deuz outo gant eur bluen evit ma 
kouefont en dro d'ar gesten. Goude greomp ar memez 
tra d'eben, pozomp an tiretennou a jom ebarz er gesten 
da gonservi gwenan hag all, goude beza roet d'ezo 

Digitized by LiOOQ IC 



- 22 - 

c'hoaz eun tam moget arozomp anezo mad gant mei 
tano evit lakat anezo d'en em lipat hatenna diganto ar 
sonj d'en em gombatti. N'eo ket ret d'eomp en em okupi 
diouz an diou vamm, unan anezo a vezo lazet gant 
eben, ha na jomo ebarz er gesten nemet an hani a vezo 
bet viktorius, arabat a ve ankounac'haat a renkerlezel 
ganto ar bourvizion neseser evit goanvi etre pemp 
varnugent a tregont liour mei. 



Aliou mad d'ar re a bren gwenan 

Ar re o deuz c'hoant da brena gwenan eo mad d'ezo 
teuler evez, rag evel evit tout an traóu-all, e c'heller 
beza tromplet, ar mare gwella da brena eo fin ar goan 
miz c'huero pe kommansamant miz meurz. Red eo da 
genta gouzout hag hi a n'euz pourvizion awalac'h evit 
paseal an amzer f all, en eur ziboueza anezhi a c'heller 
gouzout tost : da vad eur gesten blouz a dlefe poueza 
d'ar mare-ze etre pemsek hag ugent liur. D'an eil, gwe- 
let hag hi a zo ganthi koar fresk ; mar deo melen ar 
c'hoar pe brun neuze eo mad, mez mar deo du, neuze eo 
fall. D'an tride, gwelet hag hi a zo ganthi forz goradou, 
da lavaret eo gwenan bihan ebarz an alveolou : hennez 
èo ar poent prinsipala, en eur gostea ar gesten e c'hel- 
ler en em renti kont euz an traou-ze ; mar zo ebarz kalz 
gwenan bihan en o c'havel, mar deint bodet en eur me- 
mez takad, kement-se a zo eur merk ez eo mad arvam, 
er c'hontrol, mar velit anezo eparpillet duman, duhont, 
mar velit surtout ez euz ebarz ar c'hoar kalz a alveolou 
bonibet e pere e man ar maled, kement-se azo eur merk 
ez eo koz ar vam. Pa ez er evelse da brena gwenan, a 
ve mad d'ar prener, heb rei netra da zonjal, interroji ar 
gwerzer, abaoue pegeit eo bet an ed gwenan-ze, diwar 
behini ez eo deut, ha goulenn hag hi a nevoa taolet ar 

Digitized by UOOQ IC 



- è3 - 

bloavez araok, rag dalc'hit mad sonj, ar vam eur wech 
paseet he zri bloaz a zo koz, hag evel ma 'z eo ar vam 
goz, eo a barti gant an ed gwenan kenta, ar vam-ze he deuz 
atao da neubeuta eur bloaz, ha marteze ouspenri, mar 
na n'euz ket taolet er bloavechou araok. Rak-se, kalz 
euz ar gwenanerien, en eur lakat ar soufren dindan o 
c'hestennou koz, na zonjont ket oc'h ober petra e maint 
hag a zonj d'ezo laza ive o gwenan koz, eno en em drom- 
plont, rag o tistruja o gwenan iaouank eo a vezont, ar 
c'hoar eo a e'ha da f all, rak-se a vez mad cbench anezan 
beb eun nombr amzer, hag evit an dra-ze, eo mad ar 
reunionou. 




Gwenanen mdl 



Gwenanen mam 



Gwenanen labourerex 



Goude beza prenet ho. kwenan, mar n'ho peuz ket 
peil da gas anezo, lakit en dro d'ezo eur serpi lieren vraz 
ha dougit anezo euz ho kein, mez mar ho peuz peil d'o 
c'hass, kemerit eur c'har gant ressortchou, an dousa, ar 
gwella, laket var ar fons eur gwiskat mad a blouz, ha 
goude beza paket mad ho kestennou, lakit anezho ebarz 
ar c'har, hag er feson-ze, ho kwenan na devezo ket re 
da zoufr deuz ar stronsou. 



1»e seurt plas eo ar gwella d'ar gwenan 

Choazet evit ho kwenan eur plas e-leac'h na vezint 
ket re expozet d'an amzer fall, er gwasked muia ma ve- 
zo posubl, ha troit anezho, ma c'hellit, etre ar sao-heol 



Digitized by 



Google 



-24 - 

hag ar c'hreizte, hennez eo, hervez ma zonj, ar gwella 
situasion a c'heller rei d'ezo, rag an heol en eur seveï a 
zeu raktal da bedi anezo da vont d'o labour, sevel min- 
tin a astenn an deiz, hag a gresk ive ar mei. Mez sur- 
tout na droit ket anezo tresek ar c'hreizteiz, rag er 
goanv, an heol a zeu da bara en o c'heslen hag a ra d'e- 
zo sortial, hag aliez na c'hëllont ket dizrei, rag ma vezont 
dastummet gant ar ienijen ; hag en hanv, ar grez a laka 
ar gwenan da jom da ober o baro var an treujou, hag 
aliez, a laka iVe ar c'hoar da deuzi ha da goueza. Pozit 
ho kestennou eur metr hairter pe daou vetr an eil euz 
heben evit m'ho pezo plas da c'hoari en dro d'ezo, ha 
lakit dindanno eur dorchen a dregont pe daou-ugent sen- 
timetr sav. 



Alfou mad evid peb mlz 

E miz genver, surveilla ar c'hestennou gant aon na 
zeufent da veza stanket gant an erc'h pe gant aon na 
zafe loened louz enno evelt ar logod hag ar mulod, ha 
mar teufe brao an amzer, pa vezo an erc'h oteuzi, stan- 
ka an toull gant eun dornad sabl evit miret euz ar gwe- 
nan da zortial, rag ar re o devezo ar malheur da zortial 
a vezo dastummet gant ar ienijen hag a jomo da vervel 
var an douar ien. 

E miz e'houerver, mar ve brao an amzer, ar gwenan 
a zortio dija nonibrus euz o c'hestennou hag azeblanto 
saludi dija an distro euz an nevez amzer, mez mar deo 
gleb an douar, ar re en em boso varnan a jommo eno 
da vervel, rag an an douar a zo c'hoaz ien, mad a vefe 
eta neuze miret outo da zortial ; var fin ar miz, pa vezo 
seac'h an douar ha brao an amzer, a ve mad rei eun 
taol balven var ar pont evit skuba tout al loustoni a zo 
varnan, dija ar vam ke deuz komanset he dovet, ha mar 
zo ganthi pourvizion, e kontinuo betek fin an nevez 
^mzer. 

Digitized by VjOOQLC 



-25 - 

E miz meurz ez eo mad bizita ar c'hestennou evit 
gwelet ha beza e maint en etat vad ha lakat boued d'ar 
re a zo-dibourve, tailla ar c'hoar, tenna tout dn hani du 
ha louedet e kuit, kempenn en dro d'ar c'hestennou, ha 
teuler sabl en dro d'ezo. 

E miz ebrel eo eur blijadur gwelet ar gwenan, pa vez 
brao an amzer, o tont deja gant bolodou meien euz o 
devesker hag o kueza var an treujou pounner karget a 
bourvizion, mez aliez an heol a ra d'ar giiz mintin sevel 
abred divar ar ieot, neuze mar na n'euz ket soursen 
dour ebet a dost a ve red lakat d'ezo dour en o dispozi- 
sion, rag epad an nevez amzer hag an hanv, ar gwenan 
o deuz ezom kalz a zour, evit an dra-ze, n'euz forz petra 
a zo mad gant ma jommo dour ebarz, red a vefe avad 
lakat mein ebarz ken huel hag an dour evit ma c'hello 
ar gwenan en em lakat var ar vein-ze da eva dour ; er 
miz-ma ive a c'heller remerkout pere a zo krenv hapere 
a zo sempl ive ; ar re a zo krenv hag o deuz eur vam 
vad, a vo gwelet o vont hag o tont gant pres, hag o ti- 
gas ganto pollen en abondans euz o zreid, mad a vefe 
raerka ar re-ze, rag deuz outo eo a vezogreat an neiziou 
gwenan e miz maë. Er c'hontrol, ma vefe gwelet unan 
bennak ha na lakfe ket a bres, pe na zastumfe ket a bol- 
len, a vefe mad bizita anezhi raktal, rag kazi sur hon- 
nez a zo heb mam, neuze, ar re o deuz kestennou plouz 
ar gwella o deuz da ober a ve raktal unisa anezhi euz 
unan all ; ar re o deuz kestennou gant tiretennou a 
e'helfe c'hoaz savetei ar seurt-ze en eur lakat d'ezo diou 
diretennat bennak euz eur gesten-all, e pere a vezo gwe- 
nan bihan ha viou euz a bep oad, hag ar gwenan neuze 
en em gargo da ober eur vam nevez hag evelt-se an 
dommach a vezo reparet. 

Miz maë eo unan euz ar gwella miziou a neuz ar 
gwenan pa vez brao an amzer ; er miz-man eo gleet ober 
an neiziou gwenan evelt a zo bet lavaret, hag an neiziou 
gwenan a glefe beza dalc'het pemzek devez pe teir sizun 



Digitized by 



Google 



— 26 — 

ebarz ar gesten heb lezel anezo da vont ebarz er c'haia- 
tas nag er galoten, rag ma vefent lezet da vont eno, ar 
vam ez afe ive da heul, hag a zofe eno. he viou, ha neu- 
ze ar gwenan a zafe eno pollen ha rouget, pere a rofe 
eur vlas fall d'ar mei. 

Miz Even a zo ive unan euz gwella miziou ar gwenan 
rag ar fleur a zo c'hoaz stank, hag ar gwenan na gol- 
lent ket o amzer. An hini na nefe ket great e edjou gwe- 
nan epad miz mae a zo dieet d'ezan o ober en deveziou 
kenta deuz ar miz-man. 

Miz Gouere a zo unan deuz an tréuta miziou a zo 
epad an hanv, rag ar foennejer a zo troc'het hagarfleu- 
riou a zo diminuet, na jom kazi nemed an drez, hag a 
rofe c'hoaz d' ar gwenan eun tam boued. 

Miz Eost a zo mad rei an ed-du a zo en e fleur hag 
hennez eo a fournis ar muia mei. 

Miz Gwengoio eq an hini gwella, rak deuet eo ar mare 
da zastum an eost ha ma neuz labouret mad ar gwenan 
epad ar bloaz a gwenaner a vezo joaüs epad ar miz 
man rag ar mei a redo en e di. 

Evid ar re n'o deuz ket eun tenner mei, eun instru- 
mant hanvet e gallek (Mello-extracteur) gant pehini a 
vez tennet ar mei heb abimi ar c'hoar, ar gwella moien 
a zo da zastum mell brao eo gwaska anezo en eun ta- 
moes pozet var eun bodez pe eun dra bennak all evid 
ma zivero ebarz, ha lakeat a-drenv eur prenestr gwer 
dre behini a baro an heol varnean, an dra-ma a zo mad 
da ober surtout evid ar mei euz ar c'halataz hag evid ar 
kalotennou rag hennez eo ar mei gwella. 

Epad ar miz-man ive a vez great ar reunionou evel a 
zo bet lavaret dija. 

Miz Ere, er miz-man ar re n'o deuz ket c'hoaz peur- 
dennet digant ar gwenan ar pez o deuz re, ez eo poent 
d'ezo en em hasta, rag an deveziou brao a zo o vonet 
da dremen, ha dre ma hirraio an noz, ar gwenan a zeuio 



Digitized by 



Google 



— 27 — 

da veza diesoc'h da embreger. Red eo ive ober ar reu- 
nionou ha nompaz derc'hel nemed ar ruskennou a zo 
enno koar mad ha raammou iaouank, dalc'hit mad sonj 
eo red kavet da neubeuta pemp liour varnugent mei 
evid kavet eur rusken vad da c'hoanvi. 

Miz Du, er miz-man ar re n'o deuz ket a labouriou- 
all da ober a c'hellfe en em okupi da ober kestennou, en 
eur surveilla eun tammik a gwelet a beza ez eo goloet 
mad ho a'hestennou ha bian awalc'h an toull evid mi- 
ret euz al logod hag ar mulod da vonet eno rak er mi- 
ziou man ar gwenan a neuz ezom da veza lezet er brasa 
trankilite. 

Miz Kerzu evel miz da a zo eur miz a drankilite evid 
ar gwenan ha ma 'z int goloet mad na neuz netra ken 
da ober d'ezo ; mad a vefe koulskoude gwelet a na vefe 
ket stanket an toull gant an ere'h pe antreefc logod eno. 



Eun Aviz mad 

Araok echui al leorik ma mignoned a meuz c'hoant 
da roi d'eoc'h eun aviz mad; gouzout a rit tout penozan 
union a ra an nerz, mad eo eta en em unisa e peb tra, 
ha beza a zo brema sindikajou evit peb seurt mïche- 
riou, ar gwenanerien o deuz ive sindikajou pe sosieteou 
e pere en em glever evid peb tra hag a zeil euz outo ama 
e Breiz hor peuz unan hag a zo hanvet sosiete ar gwe- 
nanerien euz a Vreiz, hag er penn deuz outan e ma an 
Aotrou Le Mee, misioner apostolik, person e Merillak 
Cötes-du-Nord. 

Ar sosiete-ze a neuz eur bultin bep miz var behini a 
gaver a beb seurt kelennadurez var sujet ar gwenan. 
Eur skoed ar bloaz a goust, alia a ran ac'hanoc'h ke- 
ment a gompren mad ar gallek da antreal ebarz er so- 
siete-se ken talvoudek evid ar re o deuz gwenan. 



— 28 — 

ftoi a ran ive ali da gement n'o deuz ket c'hoaz a ges- 
tennou gant tiretennou da lakat digas d'ezo da viana 
unan evid patrom ha goude e c'hallfint ober anezo ho- 
unan, rak ar c'hestennou-ze a zo kalz gwelloc'h evid ar 
re-all. 

Kavet a vez kestennou ha tout ar pez a zo neseser 
evid labourat gant ar gwenan e ti an Aotrou Emile 
Bondonneau, 142 Faubourg Saint-Denis, Paris. 

Ha brema mignoned a reketan d'eoc'h kalz plijadur 
o labourat o kwenan, kalz a vel en o kestennou, ha 
kalz patiantet, surtout er bloaveziou kenta, rag evelt 
na zesker ket lenn en devez kenta ma'z er d'ar skol, 
na zesker ket ken neubeut mad awalc'h labourat ar 
gwenan er blavez kenta, c'hoarvezout a raio gant meur 
a hini ac'hanoc'h evelt a zo bet c'hoarvezet ganen ma 
unan, pa oan o komans, a meuz bet great ive ar pez a 
hanver, meur a vêtis, mez gant perseverans a zeuer 
a-benn euz peb tra, perseverit eta hag e viot sur da 
erruout. 

Ha te leorik bihan, kerz brema en da hent, furch 
partout ha na dremenèz en nebleac'h heb esa antreal, 
goulen digemer memez er maneriou, er presbitaliou er 
skoliou e ti ar broprietourien pinvidik hag e ti ar me- 
rour, mez surtout e ti an artizan, ar micherour, an 
devejour a zo o chom er pennou tier bihan hag er lo- 
chennou plous, ha dalc'h sonj mad eo evit ar re-ze 
prinsipalamant eo ez out bet great, ha ma zo unan 
bennag da ober faë varnout gra eur zao diouskoa ha 
kerz pelloc'h, e leac'h ma kavi digemer mad. 

Ghanz vad d'id ! 

J.-L. HENRY. 



-K^r^l^i^- 



Digitized by LiOOQ LC 



tfistoi* em Gwenanen 



Fanch Ar Ber a oa eun den iaouank vaillant, 
mevel e ti Ian An Hir pa oa diskleriet ar brezel 
etre ar Prus hag ar Franz er bloavez 1870. Beza 
en devoa ugent vla d'ar mare-ze, hag a oa bet gal- 
vet unan euz ar re genta evit mont da zifenn e vro. 
Ober a reaz e zever gant vaillantiz, ha meur a 
Brussian en devoa ledet var an dachen, pa zigoue- 
zaz gantan beza tizet e-unan gant eur boled en e 
skoa ; setu a oa red d'ezan monet d'an hospital, hag 
a-benn ma,oa pare, a oa sinet ar peoc'h, evel na 
oa ket c'hoaz pare mad e skoa, a oa roet d'ezan 
eun tammik pansion da zont d'ar gear. 

Fanch a c'heaz adarre da di e vestr koz, ha di- 
gemeret a oa gant seulvui a joa ma oa eun den 
gwiabl e peb feson. E skoa a rea d'ezan c'hoaz eun 
tam diezamant da ober eur serten labouriou, mez 
ben eun tammik, ar boan a zisparisaz tre, ha heb 
dale na zante mui netra. 

Ian An Hir a oa intanv eun tammik a oa, hag 
evit dressa dillat an tiegez a vize gantan eur geme- 
nerez, he hano Mari-Jan Ar G'hrenn, intanvez dek pe 
daouzek vla a oa deuz Per Ar Braz. Hogen, Mari- 
Jan Ar G'hrenn e devoa eur plac'h iaouank, han- 
vet Annaïk, hag a vize ive asamblez ganthi o vriat. 
Eun devez ma oant o labourat ebarz e ti Ian Ar 
Hir, Fanch a c'heaz, goude t ma oa debret e lein, da 

Digitized by VjOOQLC 



— 30 — 

gas e chupen d'ar gemenerez da zressa, sellou 
Annaïk hag e re en em erruaz, hag eur c'hoarza- 
den a darzas var muzellou peb hini anezo, hag euz 
a zalek an 'devez-se, Fanch hag Annaïk en em ga- 
raz : hag eur pennadik goude a oant gwelet o daou 
o vont asamblez gant o c'herent hag o mignoned 
d'ar maëri ha d'an iliz evit beza unanet da viken. 

Setu eta great an union. Fanch a jom c'hoaz da 
vevel gant Ian An Hir. Annaïk hag he mamm a 
c'ha atao da vriat evel diagent. Ar gonidegez na 
oa ket braz, pemp kwennek bemde na c'honeze 
ken eur gemenerez d'ar mare-ze, hag a-benn a vize 
deut fin ar bloa ha paëet gantho an toullik ti e- 
leac'h ma lojent, na vize ket braz an are hant a 
c'hallent lakat a gostez, great o devoa koulskoude 
eun tam mik boujeden var bouez beza pis awallae'h 
ha pa oa hejet mad an diou ialc'h, o hini hag hini 
Fanch, a oa bet kavet ennho peadra da brena plas 
da ober eun ti evit loja. Ha Fanch da c'houlenn 
digant e vestr ha kontant a vize bel da verza d'e- 
zan eur c'hornad striz a oa duhont er penn-all da 
bark an hent. Ian a oa eur paotr hag a oa eur 
mignon braz d'an arc'hant, hag ar c'hornadik park- 
se na vize morse labouret, na oa ennan nemet 
drez ha spern, setu perak na oa ket bet dao cha- 
cha var diou skouarn Ian evit kas anezan da di an 
noter. Mez pa oa preriët plas an ti, an arc'hant a 
oa eat bihan, setu ma oa red gortoz ken a vize 
gonezet adarre evit ober anezan ; mez eun amezeg 
hag a oar^ eo Fanch eun den a zoare a zeu eun 
devez dV-Pcout, hag a bropoz rei arc'hant d'ezan 
da zevel e di, te, emezan, a baëo d'in interest deuz 
outo keit ha ma vezint ganez, hag a restolo anezo 



Digitized by VJ OOQ LC 



— 31 — 

(Tin pa giri. Ha setu Fanch o vont da c'houlen ku- 
zul digant e vamm gaër hag Annaïk, hag int en em 
zesida da gemer arc'hant «la ober an ti ; great aoa 
eta, na oa ket great gwall huel avat, rag damant 
a oa d'an arc'hant, dre ma oar oblijet da gaout 
rekours da iale'h an estren, moïen a oa kouls- 
koude da loja ennan, frank a oa a c'hiz all, eun 
doen soul aoa lakeat varnezan, hag an devez ma 
oa echuet, Mari -Jan Ar C'hrenn a zride he c'halon 
gant ar joa, biskoaz n'he devoa bet ti ebet en he 
hano heunan. 

Prestik goude, eun neventi all a zeuaz c'hoaz 
da greski d'ezhi he joa. Annaïk a lakeaz er bed 
eur mab euz ar re vaillanta, da behini aoa roet an 
hano Jan-Mari, rag hema a oa flllor d'ar vammgoz. 
Er memez devez c'hoaz, en eur zont deuz klask 
eur paëron, Fanch a gavaz ive eur mei neiz gwe- 
nan, euz eur bod dero, tostik d'e di. Assa, eme 
Fanch, red a vefe lavaret eo hema evidon eun de- 
vez a vonheur, rag da bete hirio na meuz bet loen 
ebet d'in-ma va hunan, ha setu breman ne don 
mui evit niveri anezo, ha digouezet er memez 
amzer gant ma mab bian, pebez chanz. Galoupat a 
ra Fanch buan d'ar gear evit konta da Annaïk pe- 
tra en devoa kavet. Dridal a reaz kalonou ar mer- 
c'hed o klevet ar c'helou-ze, ha Mari-Jan Ar C'hrenn 
a rede memez an daëlou a joa deuz he daoulagad 
en eul lavaret: kement-se, emezhi, a zo eur merk 
ez eo ma mab bihan ganet var an heur a vonheur, 
ar pez a zo gwelloc'h evit beza ganet var eur bern 
arc'hant. Ma, eme Fanch, ma brosper ^r gwenan- 
se ganen, me a bromet lakat a gostè ar proflt em 
bezo deuz outho evit rei d'ezan pa vezo deut en 



Digitized by LiOOQ LC 



— 32 — 

oad da zimezi ; ha var gement-se, Fanch a c'ha da 
glask eur gesten da lakat e wenan, ha da c'hou- 
lenn plas digant e vestr da lakat anezho var benn 
ar c'hleun, e-kichen e di, ar pez a pa akordet d'e- 
zan raktal : gwelloc'h eo, eme Ian, kaout gwenan 
evit na ez eo kaout ier, rag ar gwenan a ra vad, 
elec'h ar ier a ra drouk. 

Setu eta renket tout an traou gant Faneh ha 
badezet e botr bihan, ha goude kement-se a reuz, 
e tistroaz adarre d'e labour evelt araok. Mez deut 
eo fin e gomanant, ha Fanch evelt ar re-all a c'hou- 
lenn eun tammik a greskanz. En dro-man, Ian An 
Hir a fachaz du : Penoz, emezan, c'houi ac'houlenn 
kreskanz? — Ia zur, eme Fanch, ar re-all a gresk 
o homananchou, ma hini-me marvat a dlefe ober 
ive. — Mad, eme Ian kounnaret, me na greskia 
ket, ta c'hayo da glask d'al leac'h ma kari, goude 
ma 'z on bet oc'h ober evidout tout an holl vad a 
meuz gallet, beteg memeuz gwerza d'id plas da 
ober eun ti, e teuez c'hoaz da c'houlenn kreskanz 
diganen ! na vank ket a doupen d'id. — Direzoni a 
rit, eme Fanch, ma ho peuz gwerzet dm plas da 
ober ma zi, me a meuz roet arc'hant d'eoc'h evi- 
tan. — Penoz, direzoni a ran, kerz diwar ma zro 
me a lakaio terri ar c'hontrat hag a raïo d'id pilat 
da di, a lavare Ian, kement a oa eat er meaz ane- 
zan e-hunan, ha ma ve da wenan var ma c'hleun 
a-benn varc'hoaz, te a velo euz piou a pezo affer. 
Setu Fanch o tont ac'hane en eul lavaret kenavezo 
da Ian, pehini a greske atao e goler, rag kredi a 
rea d'ezan 4} oa Fanch oc'h ober goap anezan, 
mont a reaz d'ar gear da gonta da Annaïk ha d'e 
vainm gaër ar pez a zo c'hoarvezet hag a vo red 



Digitized by LiOOQ IC 



— 33 — 

d'ezan raktal tenna e wenan divar gleun Ian, setu 
an dud-ma lakeet nec'het o klask gouzout petra da 
ober deuz o gwenan. Lennet a meuz eun tu bennag 
a zo gwenanerrien hag a zo ken stag euz o gwe- 
nan, ma ne c'hellont ket bevi hebto, ha pa na defe 
ket a blasou all d'o lakat, e pozont eur gestennad 
var prenestr o c'hampr. Fanch na bozo ket e hini 
var prenestr e gampr pa ze gwir na neuz kambr 
ebet. Mez koulskoude na jom ket peil da varc'hata; 
kemer a ra e vouc'hal hag a ra ganthi diou stapen 
da blanta e pignon e di, posa a ra varnezo teir 
geuneuden, ha pa oa deut an noz, a bozaz varnezo 
e gestennad gwenan, hag antronoz vintin, pa za- 
vaz an heol, a velaz e wenan o vont d'o labour, 
hag en eur zistrei ez eant da vizita o flas koz, mez 
evelt na oa kesten ebet eno d'o digemer goude 
beza nijet eun tammik tro war dro, ez eent en o 
c'hesten e penn an ti, ha setu Fanch kontant da 
veza kavet ar moien da zavetei e wenan. 

Na jommaz ket peil er gear anezan, eul labou- 
rer doüar all deuz 'kichen a zeuaz heb dale da 
ober komanant euz outan, ha setu oa mad an traou 
adarre gant Fanch en e bias nevez, gonid mad a 
rea, ha gant e gomanant hag an tam pansion en 
devoa digant ar gouarnamant, a oa paët heb dale 
an arc'hant a oa kemeret da ober an ti. Ar geme- 
nerezed brema na oa ket ret d'ezo kemer kement 
a baourentez, ha ma na gemerent ket c'hoaz 
bemde o c'hafe, koëffet evel ar re zo brema, da 
vihana e c'hellent ober gwelloc'h pansion, rag o 
gonidegez a oa d'ezo da ober ar pezAt garient. 

Ar gwenan avat a oa deut erfln da veza ken ni- 
veruz, ma ha oa ken a bias da lakat anezo : euz an 

Digitized by UOOQ LC 



— 34 — 

ti tout, en dro d'ezan, traon ha kreac'h, na weler 
nemet kestennadou gwenan, hag eun devez Fanch 
a lavaraz e vije bet red d'ezan ober e velt ar re all, 
lakat ive ar soufren da zistruja lod anezo. Da bete 
neuze den ebet na nevoa c'hoaz komandet ebarz 
ar menach, an union a oa parfet, na vanke nemet 
da unan rei da anaout petra en deveze c'hoant, 
e vit lakat ar re all da veza deuz e gostez. Mez an 
dro-ma, Fanch a oa digouezet fall, rag Annaïk a 
respontaz gant eun er a gomandamant na bermet- 
che biken a vize lazet hini ebet euz he gwenan, ha 
rak-se, Fanch n'en devoa netra da ober uemetple- 
ga e liven gein, mez red a oa gwelet anezan, ar 
paour kez den, ken trist o tistrei en dro da di e 
vestr en eur c'hrosmolat : na pegen drol eo ar mer- 
c'hed, emezan, petra rin breman pa zeuio d'in eun 
ed gwenan all pa na meuz plas ebet d'e lakat ? O 
sonjal en dra-ze edo, pa erruaz e vestr gantan pe- 
hini, o welet anezan ken trist, a c'houlennaz digan- 
tan petra a oa a nevez, ha p'hen devoa kontet 
Fanch d'ezan e c'hlac'har, hen- a respontaz : mar- 
teze, emezan, Annaïk n'he deuz ket bet kement-se 
a dor o viret deuz ouzoc'h da laza ho kwenan, rag 
me meuz lennet an deiz-all war eur journal na oa 
ket red laza ar gwenan evit kaout o mei. Klasket 
a oa ar journal, hag a oa kavet varnan, en effet, ar 
moien da denna o mei digant ar gwenan heb o dis- 
truja, ha setu Fanch kontant da veza bet kontra- 
riet eur veach gant e vreg, rag an hini a vize bet 
tremenet e kichen ti Fanch e tro gouel Mikeal en 
dij e gwelet ebarz an ti eur bern kestennou mei, 
renket eno da c'hortoz ma vizent kaset da di ar 
marc'hadour, hag an tremeniat-se en dij e lavaret 



Digitized by LiOOQ LC 



— 35 — 

^nnan e-unan : sell ta, Fanch en deuz distrujet eur 
gwiskat mad euz e wenan ; an hini en divije lavaret 
an <Jra-ze, a vije en em drompet, rag e vit kaout 
tout an dra-ze, na oa ket bet lazet a wenan, ha 
koulskoude en devoa bet eur sommik brao a ar- 
(fhant evito, pehini a oa plaset ebarz ar c'hef "da. 
espern, ha beb bloa ar som-se a greske, rag bre- 
ma beb bloa a vize kavet mei da verza. 

Jan-Mari a oa er skol ha komanset dija da zont 
braz, hag evelt m'hen devoa kalz a spered, e teske 
buan, hag eun devez, hen o lavaret d'e dad ha d'e 
vamm : me, emezan, a meuz c'hoant da vont d'ar 
seminaër ; c'hoant en devoa da veza belek, e dad 
hag e vamm a jomniaz souezet euz e glevet, var 
an taol a- erruaz Mari-Jan Ar G'hrenn, hag a ieaz a 
a du gant he mab bihan, ha setu ma oa desidet 
kas ar paotr d'ar seminaër, rag brema ar re-ma 
a oa dija tud en o eaz, rag ar gwenan o devoa 
prosperet mad, hag en devez ma oa beleget e vab, 
Fanch a roaz d'ezan c'hoaz ar rest euz an arc'hant 
a jomme gantan en eul lavaret d'ezan : dont a ran 
va mab, da rei d'id ar rest deuz da arc'hant, rag 
ah devez ma oaz badezet, e kaviz eun ed gwenan 
hag a brometiz lakat a goste tout ar pez em bize 
gonezet ganto e vit rei dit da zevez da eured, rak- 
se eta, goude beza paët da vloaveziou seminaër, a 
jomc'hóaz, evel ma velez, eun dornadik brao ganez. 
Ar belek iaouank a gemeraz ar ialc'h en eur dru- 
garekaat e dad deuz ar vadelez hen devoa bet 
evitan. 

Eur pennadik da c'houde, Fanch a oa souezet 
braz o welet masonnerien, kunduet gant eurmestr 
labour, oc'h erruout e kichen e di ; ar re-ma a zeue 

Digitized by LiOOQ LC 



— 36 — 

euz a berz e vab da ober d'ezan eun ti nevez en 
plas al lochen plouz. 

Great a oa an ti heb dale, eun ti brao ha koant, 
prenestrou gwer varnezan, ha kornachennou mein 
rouz hag eun doen c'lilaz, ouspenn-ze, e fas an ti, 
ez euz breman eur jardrin brao, gwerzet adarre 
da Fanch gant Ian An Hir, rag pell-zo ez eint 
adarre amezeien vad, keuz awalc'h en doa bet Ian 
d'ar momet a goler-se a oa bet kaoz da Fanch da 
veza kuitaet e di. 

Er jardrin-se e man breman ar gwenap, renket 
krao en kestennou liretennek livet e peb seurt 
liou. Jan-Mari a zo person ebarz parrez Karantek. 
Hag en dro d'e brespital a zo ive eun nompr braz 
a gestennou tiretennek, deuz a bere, bete brema, 
ar proflt a c'hea bep ploa gant ar beorien. Mez ar 
gouarnamant o veza ive laëret e bae digantan, en 
amzer da zont eta, e vezo red d'an Aotrou pérson 
dalc'hen gantan arc'hant e wenan ; hag er f eson-ze 
ar gouarnamant en devezo skoet peorien ar bar- 
rez en eur denna e baë digant o ferson. 

Fanch hag Annaïk a zo c'hoaz dispos. Mari-Jan 
Ar G'hrenn a zo maro eun tammik so, goude beza 
gwelet he merc'h da genta heb ti, ha goude en 
unan plouz, ha divezatoc'h en unan kaër great d'e- 
zhi gant an tenzor a oa deut da heul he mab bihan 
ha setu eta deut he c'homzou da wir pa lavare a 
oa gwelloc'h genei var eun heur a vonheur evit 
na 'z eo genei var eur bern arc'hant. 

FIN 



Digitized by UOOQ LC 



Digitized by VjOOQ IC 



Digitized by 



Google 



Digitized by VjOOQLC 



1 



This book should be returned to 
the Library on or before the last date 
stamped below. 

A fine of five cents a day is incurred 
by retaining it beyond the speeified 
time. 

Please return promptly. 



I 



^j 



Google 



005700187 




3 2044 080 771 991